C'hoant m'eus bet da ginnig deoc'h un abadenn diwar-benn ur benveg seniñ a blij din kalz: an uillean pipes.
Pell 'zo 'm'eus klevet son an uillean pipes evit ar wech kentañ. Moarvat n'em eus disoñjet morse rak on bet trelatet o klevet soniadou a seurt-se.
Setu perak e kinnigin deoc'h da zizoloiñ istor ar benveg -se, gant peseurt lodennou 'vez savet ha penaos 'vez sonet.