Setu erru poent an distro-skol, distro ar re vras ivez. Ha distro ar predoù brezhoneg e Ti Jos evel just. E-giz oa bet graet warlene ha daou vloaz zo e vo aozet ur pred e brezhoneg e Ti Jos bep eil lun ar miz. Un digarez plijus da gaozeal brezhoneg e vez bewech. Ar c'hentan pred a vo aozet d'al lun 14 a viz Gwengolo. Pedet oc'h holl da vont da zebrin krampouezh mat Ti Jos ha da gaozeal brezhoneg ganeomp.
Ti ar Brezhoneg a ginnig deoc'h en em gavout ingal bepeil lun ar miz e Ti-Jos
adalek miz Gwengolo betek miz Mezheven (ti-krampouezh hag ostaleri anavezet mad gant kalz ac'hanoc'h - ru delambre Pariz 14vet )
evit debriñ koan asambles ha kaozeal brezhoneg eveljust !
An emgav a zo war dro 7 eur hanter.
Ne vez ket mirout plas en araog.
Deuit niverus !!!
Per Guilleux hag a zo bet barman e Ti-jos a gont deomp istor an ti
Per Guilleux hag ar patron Yves Ollitrault:
Date de création : 27/12/2010 @ 13:21
Dernière modification : 27/12/2010 @ 13:21
Catégorie : Oberiantizoù ingal Page lue 7812 fois