
Loeiza Beauvir zo bet er skolioù Diwan ha war studioù brezhoneg e skol-veur Brest da gentañ penn. War-lerc'h he deus graet skol o reiñ un tañva d'ar brezhoneg d'ar vugale vihan e-barzh kevredigezh K.L.T. Met sachet ma oa-hi gant bed an arzourien he deus cheñchet micher. Gant strollad Teatr Piba e vez o c'hoari hag o fardañ dilhad. Diwar ar statud « labour-dilabour » e vev bremañ.