'vel m'az eo tour Kastell (= tour ar c'hreisker e kastell Paol)
Bez e oan bet o pourmen,
war gein menez Are
'lec'h ma 'mañ an disparti
'tre Leon ha Kerne
Graet am boa un azezenn
war beg roc'h Trevezel
Eus eno me a wele
An hanter eus Breiz-izel
Diouzhtu en hor c'hichen
oa tour Plouneour-Menez
ha penn da benn gant ar c'han (kan =vallon)
e oa richer Penzez
Pa droen va fenn en tu-all
e velen lenn Brennilis
Honnezh zo diouizhtu eno
Kreiz bro ar Gernevis
Mont a ran da lakaat fin
Dalc'het on gant sec'hed
Rak a-nez c'helloc'h behañ sur (a-nez=sinon) (behañ =bezañ)
ne vijen ket ehanet
N'on ket gouest da ganañ ken
gant ar sec'hed am eus
P' az an da esa ober
ez a va beg a-dreuz
Date de création : 27/02/2011 @ 13:25
Dernière modification : 28/04/2013 @ 22:26
Catégorie : Kanaouennoù hengounel eus ar 19vet Kantved Page lue 6242 fois