Ul levraoueg, asambles gant Ti ar vretoned.
Klask a reomp da grouiñ ur skipailh dastumerien (e Pariz met ivez e Breizh e-pad an
hañv).
An enrolladennoù a zo amañ war lec'hien Ti ar brezhoneg. Deuit ganeomp da enrollañ
Ul laz-kanañ e brezhoneg –
Pep meurzh, da 20 eur, e Ti Breizh, Paris 14vet
Ur pred e brezhoneg
Bep miz deuit ganeomp da gaout amzer vat en ul lec'h plijus o kaozeal brezhoneg hag o
tebrin e Ti Jos.
Bep eil lun ar miz tro-dro 19e30.
DEIZIATAER 2011-2012
spi hon eus mont e darempred ganeoc'h gant an traoù a vo kinniget deoc'h e penn kentañ ar bloavezh 2012 :
28 a viz Genver : tresadennoù-bev e brezhoneg (kemer perzh an 9vet troiad Daoulagad Breizh)
10 a viz Meurzh : ar skrivadeg (gourfenn aozet gant Deskiñ d'an oadourien)
Ebrel : Baleadenn a karter Batignoles
26 a viz Mae : Gouel Erwan - traoù a vo e brezhoneg.
Mezheven : baleadenn e Karter Marais
Ha a-raok ar vakañsoù : kerzadennoù evit dizoloiñ meurveint e koad Meudon (peulvan, taol-maen...)
E-pad an hañv Skol ar vakañsoù : Mont da enrollañ brezhonegerien a-vihanik e
Breizh